Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/131

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Otro ann Doujet ’c’houlenne
Euz Gwiliaouig Kalvez neuze :
— Gwillaouig Kalvez, d’in lâret.
Gant pez armo e c’hoariet ?

  — Ma eo gant un tamm skeltrenn gwenn
’Zo ganen indan ma chupenn ;
’Zo ganen indan ma chupenn,
’Zo he hano ar geuneudenn.

  Otro ’nn Doujet p’hen eûs klewet.
’N he c’huitel arc’hant ’zo kroget ;
’N he c’huitel arc’hant e krogas,
Ter c’huitelladenn a leuskas :

  Ter c’huitelladenn a leuskas,
Tric’houec’h den-jentil em gavas ;
Tric’houech den-jentil em gavet,
D’ lemel digant-han he verc’hed.

  Kriz ’vije ’r galon na oelje,
’N plenenn ’r Folgoat nep a vije,
O welet naontek kleve noaz
Dic’houinet eneb ur penn-bâz ;

  Gwillaouig Kalvez ’c’hoari out-bê,
Gant he verc’hed euz he goste ;
Gant he verc’hed euz he goste,
Hag ho zape lec’h ma kare. [1]

  kriz ’vije ’r galon na oelje
’N plenenn ’r Folgoat nep a vije,
’Welet gwad ’nn dut-jentil o skuilla
Gant bâz ur plouezad ho lac’ha.

  Merc’hed Gwillaouig a oele,
Na gavent den ho c’honsolje ;
Na gavent den ho c’honsolje,
Met Gwillaouig, hennes a ree.

  — Tawet, merc’hed na oelet ket,
Me ’iel’ bet’ ar roue, mar be rèd ;
Me ’iel’ bet’ ar roue, mar be rèd,
Da diskuill’ ann otro Doujet.

  1. Variante : Pa save he vâz uz d’ho fenn,
    Ho diskare holl, ’vel kelienn.