Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/137

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Ar roue Louis a lâre
Da Willaouig Kalvez, neuze :
— Gwillaouig, leusket-int brema,
Me hec’h a raktal da skriva ;

  Me ’skrivo did war baper ru
Bale hardis bars en peb-tu ;
Me ’skrivo did war baper glaz
Bale hardis bars en peb-plaz.


Kanet gant ar c’hemener bihan,
en bourk Plouaret, 1863.


__________