Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/143

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Ur plac’h a bemp mil skoed leve,
Hag hen n’hen eûs gwennek anhè. [1]


Kanet gant Marc’harit Fulup.


__________
  1. Variante : Ann Derrien koz a lavaras
    D’he verc’h Jannet, ’vel ma klewas :

      Dalet ma merc’h, ann alc’houez-man
    Reit gwerz un tok newez d’ehan ;

      Reit gwerz un tok newes d’ehan,
    'Vô diou blumachenn war-n-ehan.

      — N’ê ket ’vel-se a c’hoarveo,
    Ho merc’h Jannedig hen defo

      — Aotro Doue, ha posubl ’ve
    Perc’henn pemp kant skoed a leve,

      Ur boesellad gwinis bemde,
    Mab ’n amunuser as be-te !

      — Bet drouk gant ann nep a garo.
    Ervoan ar Gwillou eo am bô !


    Kanet gant Jannet Ar Gall, mates
    en Kerarborn, — Plouaret 1849.