Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/145

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


PENHERES KEROULAZ
________


I


  Me ’garie bea koulmig wenn
En Keroulaz, war ann doënn ;
Me ’garie bea krak-houad
War ar stank ma kann he dillad,

  ’Wit gwelet ma dous penheres,
O kanna gwenn evel al leaz…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — Demad d’ac’h, ma dous penheres,
Ha perag ma ’z hoc’h kanneres ?
Mitijenn ’walc’h ’zo ’n ti ho tad
Ewit kanna d’ac’h ho tillad.

  — Deut ’on d’ ganna ma lienn sklêr,
Kement a tremen ann amzer.
Aotro Ar Ronz, d’in-me lâret,
Ma ’z hoc’h deut war-droad d’am gwelet ?

  Kezek a-walc’h ’zo ’n ti ho tad,
’Wit ho tougenn da Geroulad.
— Me am eûs un inkane gwenn,
Gant ur brid arc’hant en he benn,

  Alaouret kernio he daou lez, [1]
’Zo mad d’ho tougenn, penheres.
— Aotro Ar Ronz, ma iskuzet,
N’ veritan ket mont war gezek ;

  Met ’n ur c’haronz akoutret mad,
Eiz a gezek euz hen roulad ;
Ur c’haronz alaouret ’lâran,
Peder rod arc’hant warnehan.

  — Penherezig, gloruses hoc’h,
Komz a ra ann dut ac’hanoc’h.
— Perag ’komzont ac’hanon-me,
Perc’henn pemp mil skoed a leve ?

  1. Sans doute les coins des housses retombant des deux côtés sur les flancs du cheval.