Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/159

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Diweza ’oac’h deut d’am gwelet,
Oa war inkane amprestet,
Enn penn ho marc’h ur gabrestenn,
War ho tiousker getro lienn.

  — Mar oann-me deuet d’ho kwelet
War un inkane amprestet,
Mar karjenn, penheres, n’oann ket,
Rag a-walc’h am eûs a gezek.

  Bea ’zo karronz ’n toull ar pors,
Penheresig, euz ho kortos,
Warnehan tri inkane gwenn,
Pep a vrid arc’hant en ho fenn.

  — ’Wit euz ma gortos n’emaint ket,
Rag da Gersaozon na inn ket ;
’Wit da Gersaozon na inn ket,
Ur wez ’on bet, ’on kontantet.

  Mann a-feson n’am eûs gwelet,
Met ur c’hoz kastell illoëk :
Met ur c’hoz kastell illoëk,
’Zo mad da neiz d’ar c’haouenned.

  En kreis ar pors ’zo ur poull-pri,
Hag un daou pe dri a houidi,
Ur wrac’hig koz euz ho gouarn,
Gant aoun afent gant al louarn !…

  — Ma fenheres, c’hui ’zo manket,
’Vea Kersaoz disoblijet,
Rag ann aotro a Gersaozon
A zo denjentil ha baron.

  — Me na roan ket kaz a se,
Kersaozon na blij ket d’in-me ;
Hag ’rinkfenn mont da glask ma boued,
Ewit Kersaozon n’am bô ket !


Kanet gant ma mamm,
en Kerarborn, 1849.


__________