Mar plij ganac’h selaouet hag a klewfet kana
Ur zon a zo kompozet a-newe ’wit ar bloa,
Grêt d’ur vinores iaouank a oa o serviji
Bars ar gêr a Lanhuon, en un hostaleri [1].
Ann noz goel ar Rouane, ’wit ar bloa tremenet
Arruout daou valtoutier da c’houlen bea lojet ;
Goullet ho d-eûs da debri hag iwe da eva,
Ar vates Perinaïg ewit ho servija.
— Salv-ho-kraz, ’me ’nn hostizes, ewit se na reï ket,
Seiz bloaz ’zo ’man em zi, biskoaz potr n’ d-eûs servijet.
P’oa ’r vates Perinaïg ’tiservija ’nn daol d’he,
Kalon ar valtouterienn diout-hi a domme.
Pa oe debret ho c’hoanio, ha poent mont da gousket,
Ur goulaou hag ul letern ho deveus goulennet ;
D-eûs goulennet ul letern hag en-han goulaou sklêr,
Ar vates Perinaïg da dont d’ho c’has d’ar gêr.
Homan ’zo ur vroeg vad, karget a vadeles,
’Allum goulaou el letern ewit roï d’he mates ;
— Setu aman ul letern, hag en-han goulaou sklêr,
Et brema, Perinaïg, d’ho c’hondui d’ar gêr.
P’oant arru ur pennadig gant-hi di-ouz an ti,
Unan ann daou valtoutier a zistroas out-hi :
— Mouchet-hu ho letern, lac’het ho koulaou sklêr,
— Ha penoz hec’h allinn monet neuze d’ar gêr ?
- ↑ VARIANTES : Er bloaves mil pemp kant ha daou-ugent he c’houec’h,
Bars ar gêr a Lanhuon, ’zo maleur c’hoarveet ;
Ur maleur ’zo c’hoarveet er gêr a Lanhuon
Hag a rento glac’haret kalz a dud a-feson.
Na gant ur plac’hig iaouank a oa o serviji
’N ti ur c’homiser gwinn, en un hostaleri.
Homan oa ur plac’h vrao ha galant ’n he bizaj
Kement a gomze out-hi, d’ezhe holl ’rente grad.