Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/163

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Deut ganimb, Perinaïg, Deut-c’hui ganimb d’hon zi,
Me a roï d’ac’h da danva diouz a dri seurt gwinn.
— Ho trugare, aotrone, diouz ho kwinn gwella,
’N ti ma mestres ’zo pewar, pa garan, da eva.

  — Deut ganimb, Perinaïg, deut da vordig ar c’hè,
Ewit ma refomp d’ac’h herve hor bolante.
— Sal-ho-kraz, maltouterrienn, salv-ho-kraz, na inn ket,
Peb den onest ’zo breman en he wele kousket ;

  Me am eûs bars ar gêr-ma kendirvi bêleienn,
Pa arruinn dirazhè, penoz sevel ma fenn !
Homan ’zo ur vroeg-vad, karget a vadeles,
’Chomm ann noz war ar bâle, da c’hortos he mates.

  Sonet dek hag unnek heur, hanter noz tremenet,
Ar vates Perinaïg er gêr na arru ket.
Mont ’ra neuze ar vroeg-ma da wele he fried :
— Aotro Doue ma fried, c’hui a gousk disoursi,
Ho mates Perinaïg er gêr n’eo ket arri !

  — Aotro Doue, eme-han, n’ gouskan ket disoursi ;
Me am eûs ur breur bêlek a offernio ’wit-hi ;
A offernio ’wit-hi dirag aoter ’r rozer,
Ma vô bolante Doue ma arruo er gêr.

  Sevel ’ra euz he wele da vale ar ruio,
Kement-ha-ken-bihan m’arruas er butto :
Hag hen ’klewet ur vouez ’vel o tont euz ann env ;
— Kers da bont Santes Anna, hag eno hi c’havi !

  Arruet ’tal ar pont, ’n eûs hi c’havet maro,
’N he c’hichenn al letern, hag en-han ur goulaou :
Hag hen ’komanz da grial, da skoï war he galon :
— Aotro Doue, eme-z-han, Perinaïg ’r Mignon !

  Aotro Doue, eme-z-han, Perinaïg ’r Mignon,
Te oa seiz vloaz ’zo em zi, te ’oa ’r plac’h a-feson !…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  M’ho suppli, tado, mammo, re a vag bugale,
Iwe mestro, mestrezed, kement d-eûs domestiked,
N’ho lezet ket en noz da vonet da vale,
Da vonet hoc’h unan, ispisial merc’hed [1] !


Kanet gant Marc’harit Fulup,
a barouz Plunet — Aodou ann hanter-noz.

  1. Variante : Kement hen eûs bet gret o vale dre Lanhuon,
    Ken ez eo bet arruet bars en ru Kupidon.
    Bars en porchet Sant Pezr, ’n eûs hi c’havet maro,
    Al letern ’n he hichenn, ha c’hoas bew ar golo :

      All letern ’n he hichenn ha c’hoas bew ar golo,
    Bag ar gwad indan-hi ’oa sur a boullado.
    Bennoz Doue war d’ine, Perinaïg Mignon,
    Gwella servijeres oa en kêr Lanhuon !

    Kanet gant Loïs Loyer, — Duault.