Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/165

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ANNAÏG AR BAIL
________


  Annaïg Ar Bail a Sant Norvez,
Braoa païsantes a vale ;
Bea ê fleurenn ann holl verc’hed,
Ha mizilour ann dimeselled,

  Annaïg Ar Bail a lavare
D’he zad ha d’he mamm, un dez a oe :
— Ma zad ha ma mamm, mar ma c’haret,
D’ bardon Sant Samson me renk monet ?

  D’ bardon Sant Samson na efet ket
C’hui ’zo re-goant ha re-gaer gwisket ;
C’hui ’zo re-goant ha re-gaer gwisket,
Gant ann dut-jentil ’vec’h c’hoantaët ;

  En kêr Lanhuon, war vord ar c’hè,
’Ve kalz a dud-jentil o vale.
Annaïg Ar Bail a lavaras
D’he zad ha d’he mamm, pa ho c’hlewas :

  — Beet drouk gant ann neb a garo,
D’ bardon Sant Samson me ’aïo ;
Ez on tri bloaz ’zo ’lâret mont d’i,
Wit ar bevare mont a rinn.

  Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades hag en de-se :
— Ma c’hamarades, em breparet,
D’ bardon Sant Samson me ’renk monet.

  He c’hamarades a c’houlle
Ouz Annaïg Ar Bail eno neuze :
— Annaïg Ar Bail, d’in-me lâret
Na pe-seurt dillad a vô gwisket ?

  Mar gwiskomb hon abit satinn-gwenn,
Ni ’vo ’n Lanhuon ’vel diou fleurenn ;
Mar gwiskomb hon abit satinn-bleun,
Mar kollomb hon enor, hor bô keun…