Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/181

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Kontrol a ret d’ar roz, a zo bars ar jardino,
Ha d’ar ieot, gomanz glaza, d’ar c’houlz-ma, bars ar prajo (bis).

  — Perag, ma maerones, n’am kavfec’h ket drouk-liwet,
Pa ’z on gant ann derzienn pewar miz ’zo tremenet (bis) ?

  — Perag ’ta, Jaketa, n’ho poa ket d’in-me lâret,
Ha ’vijenn êt en kêr, da glask d’hac’h medesined (bis) ;

  Ha ’vijenn êt en kêr, da glask d’ac’h medesined,
Jaketa ar Penhoat, ho dije ho kwellaët (bis).

  — Tawet, ma mareones, tawet, n’am c’haketet ket,
Kloaregig ann aotro a zo kiriek d’am c’hlenved (bis).

  Ann itron ar Genkiz, o klewet he freposio,
A d-eûs kaset lizer da gloaregik ann aotro (bis).

  — Jaketa ar Penhoad a glewan a zo gwallet,
C’hui renk hi eureuji, ia, pe veza forbanet (bis).

  C’hui renk hi eureuji, ia, pe veza forbanet.
Dont da guitad ho pro, elec’h na retornfet ket (bis).

  — Me zo ’r c’hloarek iaouank, prest da veza bêleget,
Itron, mar lâret se, setu me glac’haret (bis) ;

  Itron, mar lâret se, setu me glac’haret ;
Paj bihan ann aotro hag hi a zo mignoned (bis) ;

  Ann dez-all ’oant er jardinn, o terri kraon da zebri,
He fenn war be varlenn, hag hen ouz he c’haresi (bis).

  Ann itron ar Genkiz, o klewet he breposio,
A d-eûs skrivet lizer da baj bihan ann aotro (bis) :

  — Jaketa ar Penhoad a glewan a zo gwallet,
C’hui a renk hi eureuji, pe vea forbanet (bis) ;

  C’hui a renk hi eureuji, pe vea forbanet,
’Dont da guitad ho pro, elec’h na retornfet ket (bis).

  — Me ’zo ur paj bihan, newe deut ouz ann arme,
Itron mar lâret se, me ’zo prest da vont arre (bis). —


III


  Pa oe grêt ann dimi, ha grêt iwe ann eured,
Paj bihan ann aotro adarre ’zo partiet (bis).

  Setu seis vloaz tremenet hag ann eis vloaz achuet,
Paj bihan ann aotro c’hoaz er gêr n’arru ket (bis) ;