Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/191

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


III


  Iann ann Arc’hantek a lâre,
War ar mor-dôn pa bourmene :

  — Pajig, pajig, ma faj bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,

  Kê da veg ar wern uc’hella,
Da welet pelec’h omp ama.

  Ar paj, pa ’c’h ee ’n nec’h, a gâne,
Pa deue d’ann traon, hen ’oele :

  — Uc’hella ma c’hellan ’on bet,
N’am eûs gwelet douar a-bed ;

  N’am eûs gwelet douar a-bed,
Met peder lestr d’ar Spagnoled ;

  Ho gitono a-rez ann dour,
Ma mestrig paour, ur sinn traïtour ;

  Ho gitono ’zo liou d’ar gwad,
Ma mestrig paour, sinn da gombad !

  Iann ’nn Arc’hantek, p’hen eûs klewet,
D’he vartoloded ’n eûs lâret :

  — Ma martoloded, me ho ped,
Na vet ket traïtour em andret ;

  Na vet ket traïtour em andret,
Da lakâd paper, lec’h boulet.

  — Tawet, ma mestr, na nec’het ket,
Traïtour n’hoc’h andret n’ vefomp ket ;

  Traïtour n’hoc’h andret n’ vefomp ket,
Da lakâd paper, lec’h boulet ;

  Tre ’pado buehez er c’horf-man,
Birwikenn trahison na ran !

  Iann ’nn Arc’hantek, p’hen eûs klewet,
’N korf he roched em diwisket ;

  War-c’houre ’r pont hec’h eo savet,
Ha tri zenn kanon ’n eûs leusket ;

  War ar bevare ’eo ratet,
Laket ’oa paper, lec’h boulet !