Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/195

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  C’hui c’h a d’ar gêr, me na inn ket,
Grêt m’ gourc’hemeno d’am fried.

  Lâret dezhi, mar komer par,
Komer ul labourer douar ;

  Komer ul labourer douar,
Gant den a vor eo sur war-var ;

  Ha kas he mab hena d’ar skool,
Ha diwal na ve den a vor ;

  Ha kas he merc’h d’al leandi,
Peadra ’walc’h ’chommo gant-hi. [1]


V


  Jannet Helari a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;

  Na gave den hi c’honsolje,
Met he martoloded a ree :

  — Tawet, Jannet, na oelet ket,
Me a wel arru ho pried ;

  Me ’wel arru ul lestr-newe,
Iann ’nn Arc’hantek war he c’hourre…


Kanet gant ur vates hostaleri, en bourk Plistinn — 1864.

  1. Variante : Iann ann Arc’hantek a lâre
    D’he baj bihan eno neuze :

      — Pajig bihan, mar am c’haret,
    Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket ;

      Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket,
    Gra m’ gourc’hemeno d’am fried.

      Kas d’êhi ma roched leun a wad,
    Ha lâr d’êhi hi c’hanna mad ;

      Ha lâr d’êhi hi c’hanna mad,
    Gant ann daero he daoulagad.

      Ha lâr d’êhi, mar komer par,
    Komer ul labourer douar ;

      Komer ul labourer douar,
    Gant den a vor hi ’ve war-var.

      Lâr d’êhi reï he merc’h hena
    D’ann nep hi gonlenno kenta ;

      Na raï ket tensaour a verc’hed,
    Na int ket mad da em viret ;

      Ha kas he mab bihan d’ar skôl,
    N’hen disko ket da aen a vôr :

      Met he mab hena, m’hen goar mad,
    A vô den a vôr ’vel he dad :

      Hag he merc’h iaouank d’al leandi,
    Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi ;

      Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi,
    Tric’houec’h kant skoed leve ’zo em zi…
    . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

    Kanet gant Marc’harit Fulup,
    euz a barous Plunet — 1872.