Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/219

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  — Ma zad, tolet pluenn en er,
Ha lec’h ma ielo, me a iel’.
Pluenn en awel ’zo gwentet,
’N trezeg Plouillo ’c’h eo bet êt.

  Ann aotro Penangêr lâre,
D’he dad er gambr eno, neuze :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ bardon Plouillo me ’ielo.


II


  ’N ilis Plouillo p’eo arruet,
Euz ’r marchepi eo daoulinet ;
Euz ’r marchepi eo daoulinet,
Hag ur bedenn hen eus lâret.

  ’Nn aotro Penangêr a lâre,
’N tal he skabell pa arrue :
— Petra ’zo ’newez ’n ilis-ma,
M’eo alc’houet ar gador-ma ?

  Person Plouillo a lâras,
Da vab ar zakrist, pa glewas :
— Kerz ewit-on da Lanaskol,
Da lavaret, euz ma c’hêlo,

  Penoz ’man ama Penangêr
Hen eveus c’hoant da gaout affer;
Hen eus c’hoant kaout un tamm affer,
Gourdrouz ’ra torri ar skabell.

  Mab ar zakrist a lavare,
En Lanaskol pa arrue ;
— Demad ha joa er maner-ma,
’Nn aotro Delande pelec’h ’ma ?

  ’Nn aotro Delande pa glewas
He benn er prenestr a voutas ;
He benn er prenestr ’n eûs boutet :
— Petra ’newez ? -n’ eûs goulennet.

  Mab ar zakrist a lavare
Da Delande, pa hen gwele :
— En Plouillo ’ma Penangêr,
’N eus c’hoant da gaout un tamm affer.

  ’Nn aotro Delande, pa glewas,
He abit hernach a wiskas ;
He abit hernachet ’n eûs gwisket,
’Trezeg Plouillo ez eo êt.