Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/229

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  N’eo ket dre ’nn nor vraz eo bet êt,
Dre ’nn nor vihan e sortiet ;
Dre ’nn nor vihan e sortias,
’Wit he waleur a oe, siouas !

  N’oa ket êt mad war ann treuzo,
Plantjont en-han ho c’hleveïo ;
Vel-kent e-kreis ’tre-z-he eo êt
Da gouea da greis ar vered.

  — Ha posubl ’ve digant Doue,
’Ve te, ma c’henderw, ma lac’hfe,
Ha ni bugale c’hoerezed.
Gant ’r memeus mageres maget !

  Ha ni bugale ann diou c’hoar,
Ranna ’raï’ ho c’halon gant glac’har !
— ’Wit bout maget gant ’r memeus broun,
N’omp ket ganet gant ’r memeus mamm !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Ur vroegig paour ’oa o tonet
Da Blouillo, d’ann offern-bred,
Dolas he mantel d’hen golo,
Hen asistas bet’ ar maro.

  Ann aotro person a lâre,
He gein d’ann aoter pa droë :
— N’ sortio den ann ilis-ma,
Pe me lakaï’ hen dekreta.

  Ann aotro ’r c’hure a lâras
D’ann aotro person, pa glewas :
— Drouk ha mad gant nep a garo,
E-mês ann ilis me ’ielo,

  Da roï dehan ann absolvenn,
Pa n’hell ket gortos ann noueun…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


  ’Nn aotro Delande a lâre
En Lanaskol pa arrue :
— Kaera gwezenn ’oa er vered
’Zo bet en de-ma diskaret !