Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/231

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  He vamm ann itron a lâras
Da Delande, ’vel m’hen klewas :
— Mar t-eûs lac’het ’nn aotro Penangêr,
’Teûs pretantet ur gwall affer !

  — Laket d’in dousenn mouchouero,
Iwe un dousenn rochedo ;
Iwe un dousenn rochedo,
Ma ’z inn breman e-mês ar vro.

  Ann aotro Delande ’lâre
Euz Lanaskol pa gimiade :
— Adieu d’ac’h holl goajo Kerdu,
Birwikenn n’ho kwelan-me mu !


Kanet gant ur vaouez koz a vourk Plouillo.


_________