Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/235

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  M’ eo dre ho touch hag ho karet,
Kadet Lezveur, hen goûd a ret.

  — Dalet, Glaoudina, dalet kant skoed,
’Wit hen mezur, pa vezo bet :

  Dalet, Glaoudina, kant skoed ouspenn,
Da gaout d’ehan ur vezerenn ;

  Da gaout d’ehan ur vezerenn,
Me ’roï’ kawel ha tapis-gwenn.

  — Ha p’am be daouzek krouadur,
Hi holl diwar ann avantur,

  M’ho gwisko holl en satinn-gwenn.
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn ;

  Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn,
Hep divezra tamm ma moïenn.

  Me ’m eûs tri breur ’n servij ’r roue
Ho defo ho c’honje hep-dale,

  Ha neuze ’vinn-me eureujet,
Pe kadet Lezveur vô dibennet.


III


  Tric’houec’h Kabon, ur Gabones vad
’Oant ’vont da Leon ’n ur bagad ;

  N’oa hini, d’ann neubeuta, ’n hè
N’hen defoa pemp mil skoed leve.

  Kadet Lezveur a lavare
Euz prizon Leon, ’n he goanze :

  Louis Kabon a lavaras
Da gadet Lezveur, p’hen klewas :

  — ’Wit bea hanvet Kaboned,
N’ veritomp ket bea rostet ;

  ’Wit bea Kaboned, n’omp ket ier,
N’ veomp ket rostet ouz ar bér.

  Kadet Lezveur a lavare,
En prizon Leon, ’n he goanze :