Ann aotro Koadriou hen eûs grêt
’R pez na raje aotro a-bed
’N eûs diwisket he abit-aour
Gwisket un abit lienn paour ;
Gwisket un abit lienn leoienn,
’Wit mont da di he vererrienn ;
’Wit mont da di he vererrienn ;
D’ c’hoûd ha hi oa mad d’ar baourienn.
Kenta ti ma ’z eo antreet,
Un tamm bara ’n eûs goulennet.
Roët d’ehan bara louedet,
Roët d’ar c’hi, n’hen debrje ket.
Ac’hane neuze hec’h eo êt
D’ di Riou goz, da Bedernek ;
D’ di Riou goz, da Bedernek,
Ha goulenn loja hen eûs grêt ;
En kraou ar saoud pe ar c’hezek,
Pe c’hoaz war gornig ann oaled ;
Pe c’hoaz war gornig oaled,
P’autramant gant ho merc’h Jannet.
Riou goz, pa hen eûs klewet,
Da bilad ’nn aotro ’zo komanset.
Jannedig Riou a lâre
D’he zadig paour, hag en noz-se :
— Ma zadig paour, c’hui zo manket,
Aotro Koadriou ’c’h eûs pilet.
— Ha perag ’ta na rajenn ket,
Komzo insolant ’n eûs lâret ?
Komzo insolant ’n eûs lâret,
Goull’ mont da vèdoc’h da gousket !