Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/247

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Jannedig Riou a lâre,
Traon gant ar vinz pa ziskenne :

  — Mewel ha mates d’am servija,
Mar ben-me itron ann ti-ma !

  C’hoar ann aotro a lavaras
Da Jannet Riou, p’hi c’hlewas :

  — Itron ama na vefet ket,
Serc’h d’ann aotro, na lâran ket ;

  Un dimezell a Lezobré,
’Vo itron ama dre c’hraz Doue !

  Jannedig Riou a lâre,
Krec’h, d’ann aotro, pa arrue :

  — Aotro Doue, petra ’lârinn,
Ebars ar gêr pa arruinn ?

  — Tawet, Jannet, na oelet ket,
Me hoc’h eureujo pa garfet ;

  M’hoc’h eureujo d’am palefrenier,
P’autramant da vab ma merer.

  — N’eo ket ’wit ma roï d’ho palefrenier,
Kenneubeud da vab ho merer ;

  Kenneubeud da vab ho merer,
Am eûs abuzet ma amzer !


III


  Jannedig Riou a lâre
War chausal ’r stank pa arrue :

  — Aotro Doue, petra a rinn ?
Mar an d’ar gêr, pilet a vinn ;

  Mar an d’ar gêr, pilet a vinn,
Mar an er stank, beuet a vinn.

  N’oa ket he gir peurlavaret,
War he fenn er stank eo em dolet.


IV


  Ar palefrenier a lâre
Er gêr, d’ann aotro, p’arrue :