Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/253

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  En kraou ho saoud pe ho kezek,
Pe war ur c’horn euz hoc’h oaled,

  Pe gant ar goanta ho merc’hed,
Ho merc’h Jannedig, mar karet ?

  Na Rio goz, ’vel ma klewas,
Ur fasad d’ehan a roas.

  E-mês ann ti e sortias,
He abit paour a diwiskas ;

  Unan satinn-glaz a lakas,
Jannedig Rio hen gwelas.

  — Leall ma zad, c’hui ’zo manket,
Markis ar C’hleand ’c’h eûs skoët !

  — Kers war he lerc’h ha dizro-han,
Ha goulenn pardon digant-han ;

  Hag ewit da vamm ha da dad,
Dre ma oa chanjet he dillad.

  — Markis ar C’hleand, distroët
Ma zad, ma mamm a iskusfet ;

  Iskuzet ma mamm ha ma zad,
Dre m’ho poa chanjet ho tillad.

  — Hoc’h iskus, Jannedig, ’zo grêt,
Hini ho tad na vezo ket ;

  Hini ho tad na vezo ket,
Ken veet bet ganen ’r valanek.

  Pa veet arru er C’hleunio,
Jannet Rio, m’hoc’h iskuzo. [1]


II


  Jannedig Rio a lâre,
Bars ar C’hleand pa arrue :

  — Roït d’in skabell d’azea,
Mar ven-me markizes ama.

  Ar vates vihan d-eûs lâret,
Kerkent ha ma d-eûs hi klewet :

  1. Ces deux vers ont tout l’air d’une variante des deux précédents.