Alliet ’r Rolland e d-eûs grêt
Ar pez na raje den a-bed ;
E d-eûs lac’het he mab hena,
’Wit ober aotro ’r iaouanka ;
E d’eûs lac’het he mab kloarek,
’Vit ober aotro he c’hadet.
Alliet ’r Rolland hec’h e d’ar krec’h
Gant ur gontel war goupl he brec’h.
Alliet ’r Rolland ’c’houlenne
Euz he mab Koadjilinn, en noz-se :
— Ma mab Koadjilinn, d’in lâret
Pelec’h ’mèdi ’r boan a souffret ?
— Etre ma fenn ha ma c’halon
Am eûs ur boan ’zo dirèzon.
— Ama, ma mab, ’zo ’l louzouenn
’Wellaï d’ho kalon ha d’ho penn…
Ma mab, skoët ann tol kenta,
Me skoïo ’n eil, ann diweza.
— Ma mamm, hen lac’ha na rinn ket,
Ar galon d’ober n’am bô ket ;
N’ ’m eûs ket ar galon d’hen lac’ha,
C’hoarzinn ha goela ouzinn ’ra.
— Hema ’zo ’r mab am eûs ganet,
N’ rafe ket ’r blijadur em reket !
— Ma breur, lêz ganen ma buhe,
Me roïo d’id ma holl leve ;