— En kreiz da zaoulagad, m’hen goar, gaou a lâres ;
Prennet eo da dillad en giz d’ur ’vageres.
Hag hen ’tapoud he dorn neuze war he feutrinn,
Ken a strinkaz al leaz war he abit satinn…
— Sonet, ma zonerienn, sonet ur gavotenn,
Ma ’z aï’ ma dous ha me d’hec’h ober d’ann dachenn.
— Otro Doue, ’mezhi, ganen ’man ann dersienn,
Ha na on ket kapabl d’ober ur gavotenn.
— Honnes ’zo un dersienn hanvet ann drantina,
Ha kazi peurvuian ec’h a daou d’he c’hrena.
Ah ! tec’h pell al lec’h-se dirag ma daoulagad,
Pe me ’walc’ho ma lanz brema-sonn bars da wad !
Hag hen hag o souza daou pe dri bas a-dren,
Hag o planta he lanz ebars en he c’hoste……
— Sonet, ma zonerienn, sonet ur gavotenn,
Manet eo ma dousig a-hed bars ann dachenn ;
Manet eo ma dousig da ruillal bars he gwad,
Na ê ket ac’hanon ’oa d’ezhi ober goap !
Sonet, ma zonerienn, sonet ar glaz-kanvo,
Pa ’z eo intaon ar prinz demeuz a Gerwenno !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
eus a Blunet — (Aodou ann hanter-noz).