Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/303

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 288 —


MORISETTA TEFETAOU
________


I


  Speret-Santel, roït ar c’hraz d’in,
Ha c’hui iwe, Gwerc’hes Vari,
Da disklezri ur waleur arruet,
Horror am eus ous hen lâret :

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
  ’Zo grêt da Voriset Tefetaou ;
Ouz a Lokmaria oant ho daou.

  Ann den-ma ’n defoa ’wit micher
Marc’hadour-neud, kontreporter ;
’Wit bea he vicher c’hanjet,
He obero-fall ’n chanje ket ;

  He obero-fall, he fallente,
Displije meurbed d’ar plac’h-se.
— Balamour ma ’z on kemener,
E t-eûs dispriset ma micher.

  — Oh ! salv-ho-kraz, ’me-z-hi, n’ ran ket,
Me n’ disprisan micher a-bed,
Peb den onest ’zo oblijet
Da dougenn d’he vicher respet.


II


  Un de, o vesa denved he zad,
Na defoa sonj nemet en mad,
’C’h arruas ar maleürus-man,
He grok-pouezer a oa gant-han :

  — Brema-sonn te a gousanto,
Peautramant me da lac’ho !
Moriset a lâras d’ehan,
P’hen klewas o komz er giz-man ;

  — Gwell’ eo ganen bea lac’het,
’Wit m’eo kousanti d’ar pec’het :
Bars etre diouvrec’h ma Doue
’Lakaan ma virjinite !