Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/305

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 290 —


Un tol-krok d’ezhi ’n eûs roët,
Hag en he gwad ’n eûs hi beuet ;
D’he estomak ha d’he bisaj,
En ur poullad-gwad hi beuas !


III


Ann Tefetaou a lavare
Er gêr d’he vugale, p’arrue :
— Petra ganec’h ’zo c’hoarveet ?
Terrupl ho kavan kontristet.

— Allas ! abred a-walc’h klewfet,
Kerkoulz ha ni hoc’h glac’haret !
— Ma bugaligo, d’in lâret,
Ma merc’h Moriset pelec’h eo êt ?

— Eman duhont war ann hent-braz,
En ur poullad-gwad he bisaj,
Lac’het gant ar fripon Gweganig,
Ann den libertinn ha lubrik !

Ann Tefetaou, p’hen eûs klewet,
War ann hent-braz ’eo em rentet :
— Petra defoa grêt ma merc’h dide,
Met diwall’ euz da fallente !

Kriz ’r galon nep na oelje,
War ann hent-braz nep a vijé,
’Welet ’r gwad ’koueza ouz ar c’har,
’Kas ar c’horf fidel d’ann douar !

War ar plas-se ma ê marwet,
Ur groaz newez a so savet.
Ter fourdelis a zo iwe,
Da diskouez he virjinite.

Pa ’c’h efet da sant Korpon binniget,
War vord ann hent braz ho gwelfet.


Kanet gant Marc’harit Fulup


____________