Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/31

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


FRANSOISIG HA PIERIG
________


I


  Disul ar beure, beure-mad,
Pierig ma mignon !
Disul ar beure, beure-mad,
Me eaz d’ar prison war ma zroad.

  — Lâret-c’hui d’in-me, plac’h iaouank,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Lâret-c’hui d’in-me, plac’h iaouank,
Da bini ’nn tri-se hoc’h eûz c’hoant ? —

  — Hennes ’zo ’n houarn-braz war-n-han,
Pierig ma mignon !
Hennes ’zo ’n houarn-braz war-n-han
Eo ’nn hini ’garan ar muian.

  — Choazet un’-all ’vô d’ho souhet,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Choazet un’-all ’vô d’ho souhet,
Rag hennes a vô dibennet.

  — Mar dle hennes mont d’ar maro,
Pierig, ma mignon !
Mar dle hennes mont d’ar maro
Me na chomminn ken war ho tro.

   Me na chomminn bars ho ti ken,
Pierig, ma mignon !
Me na chomminn bars ho ti ken.
Me ’aï d’ar maro koulz hag hen.

   Pa oe êt ann holl da gousket,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Pa oe êt ann holl da gousket,
Ann alc’houeo e deûz laeret.

   — Deuet, prim, er-meaz ar prizon,
Pierig, ma mignon !
Deuet, prim, er-meaz ar prizon,
Eman ’r perzier en abandon !