Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/321

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 306 —


  Hag adarre hen douarjont.
Ha kerkent eno hen lac’hjont.

  Ar plac’hig iaouank a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;

  Na gave den hi c’honsolje,
Met ar c’habitenn, hennes 'ree ;

  Hennes lâre d’ezhi bepred :
— Tawet, plac’hig, na oelet ket,

  C’hui deui’ ganen war ar pave,
Ma soudarded a deui’ gôude ;

  C’hui a deui’ ganen war ar ru,
Ma soudarded a bep-a-du.

  — Aotro kabitenn, m’am c’haret,
Ho kontell d’in-me a brestfet ;

  Ho kontell d’in, pe ho pognard,
Da droc’ha ma las, ’zo re-stard.

  N’eo ket he las a d-eûs troc’het,
En he c’halon d-eûs hi plantet !

  Pa distro ’r c’habitenn en-dro,
Oa ar plac’hig war he geno ;

  Oa ar plac’hig war he geno,
Ar gwad ’dann-hi a boullado :

  — Penamet daoni ma ine,
N’oas ket êt gwerc’hes dirag Doue !

  Pa varw ann eil ’wit egile,
Na ve ket finn d’ar garante !


Kanet gant Fant ar Gac,
eus a Verliskinn.


___________