Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/335

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 320 —


II


  ’Nn aotro Prinsaüs ’vonjoure,
Ebars ann ti pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-man,
N’eus ket ezomm ’verzeri enhan ?

  Ur fell aour, pe ur fell arc’hant,
A dere euz ap merc’hed koant.
Ar vates vihan, ’tal ann tan,
E d-eûs lavaret ken buhan :

  — N’eûs ket ezomm a verzeri en-han ;
Ar baner-se ’zo bet aman ’n de-man ;
Ar baner-se ’zo bet aman ’n de-man,
Paner ar merser bihan eo homan !

  Hag hen o vont e-més ann ti,
O tapout he viz war he fri ;
E-mês ar porz neuze hecrh a,
Ha d’al liorz da em guza.


III


  N’oa ket ar c’hôg kanet d’ann de,
’Oa arru er vro kezlo newe ;
’Oa arru seis archer a Roazon,
D’ gwerc’had ann aotro d’ar prizon.

  ’Nn aotro Prinsaüs a lâre,
’Biou Pedernek pa dremene....
’Biou Pedernek p’eo tremenet,
’R voutaillad gwinn-ardant ’n eus goulennet.

  P’hen defoe he winn-ardant evet,
D’ann hostizes kenô ’n eus lâret.
— Me ’lâr d’ac’h, hostizes, kenavô,
P’am bô arc’hant, me ho paeo.

  ’Nn aotro Prinsaüs a lare
Da Bedernegis, en de-se :
— Mar retornan bikenn d’am bro,
Pedernegis, m’ho klac’haro ;