Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/345

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 330 —


  Me o c’houeza ’n tan indan-han,
Pa n’ deue ’n Anko da vouit-han !
Ma mamm a lâras d’in un de,
Pa ’oa ’sevel euz he gwele :

  — N’hoc’h ket, ma mab, un den antier,
Pa n’ digaset d’in ur sibouar ;
Pa n’ digaset d’in ’r sibouarenn,
Ewit lakad ma amonenn.

  Ha me, kerkent ha ma klewis,
Ba vourk Plougaznou e redis,
War ar marchepi ’daoulinis,
Arbell ’r sakramant ’digorris.

  Ann arbell p’am eus digorret,
Ur vouez euz ann env ’m eûs klewet
O lâret d’in n’ ren ket er-vad,
Pa na oa ket ma daou-dorn sakr.

  P’oann arru pell euz ann ilis,
War un dosenn c’hlaz ’c’h azeïs ;
War un dosenn c’hlaz ’c’h azeïs,
Neuze eno hen digorris :

  Ma oa en-han tric’houec’h hosti ;
Me ho debri d’am dijuni !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Ha kaeroc’h tol am eûs c’hoaz grêt,
Staga ur vroeg euz ur bêlek,
Leuskel tri fez gwinn da redek,
Goude am boa leis ma c’hof grét.

  Brema n’am eûs ken da lâret,
Met pedet ganen, mignoned ;
Pedet ganen, ma mignoned, !
Ma leusket d’ann traon pa garfet !


Dastumet en parous Plouloc’h, — 1849.


____________