Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/347

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 332 —


PAOTRED PLOUARET
________


I


  Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz newez a zo savet ;
Ur werz newez a zo savet,
Da bewar faotr iaouank eo grêt.

  Da bewar faotr iaouank eo grêt,
’Zo et da Vaël, da Blouaret,
’Zo et da bikad war dour Maël,
Aoun ’m eûs na deufent ket d’ar gêr.

  Et eo Ar Gwillermed ho daou,
Ar Pieres hag ann Andreo....
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Bars en Maël p’int arruet,
Peb a blac’h koant ho d-eûs choazet ;
Peb a blac’h koant ho d-eûs choazet,
Ar re vraoa euz ar merc’hed.


II


  Na Fant ar C’hoz a lavare
Da berson Plouaret, un de :
— Eis war-n-ugent paotr, 'm eûs klewet
Deui’ da c’hoari euz re Blouaret ;

  Rèd a vo skriva ul lizer
D’ar baotred-vad, ma teuint d’ar gêr,
P’arruas al lizer gant-han, (gant-hê)
’Oant er garrido uc’hellan

  Oant er garrido uc’hellan,
Ar Gwillerm ’komans d’hen lenna ;
Ervoan Ar Gwillerm, pa hen lenn,
A denn ar bleo e-mês he benn.

  Ervoan Ar Gwillerm a làre
D’he gamaraded, ann de-se :
— Hastet, hastet, kamaraded,
Me a wel arru ar baotred !