Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/367

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 352 —


  Hag ar roue a lavare,
Neuze soudenn, pa divalle :

  — Kement kloc’h a zo er gêr-ma,
Laket an-hê holl da vralla,

  ’Wit ma teuio ’r prosession
D’ gerc’had la Belle euz ar prizon.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — La Feuntenell, me ’wie mad
As anvejenn euz da lagad.

  — La Belle Catoize, mar am c’haret,
Ganen d’ar pales e teufet,

  Ha warc’hoaz, pa vô deut ann de,
’Vefomp unanet dirag Doue,


Kanet gant Marc’harid Fulup.


____________