Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/369

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 354 —


KLOAREK JAVRE
______


I


  Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo ’newe savet ;
A zo grêt da gloarek Javre,
Gwasa païsant a vale.

  Gouzoud a ree skriva ha lenn,
Lâret d’ann dud ho flanedenn ;
Ouspenn ez oa blasfematour,
Ha goude ’oa violatour.

  Kenta hen eûs bet violet,
’Oa ur vroeg ’newe-gwillioudet ;
P’oar êt d’ober ar vadeziant
’C’h antreas en ti ann tirant.

  ’C’h antreas ann tirant en ti,
Ha mont en he gwele gant-hi ;
Ha grêt he volonte gant-hi,
’Lemas he buhe digant-hi.

  Ur plac’h iaouank euz ar barous
Hec’h arruas gant-hi ’r memeuz (tra) ;
P’hen defoe grêt he volonte,
’Lemas digant-hi he buhe.

  Pa oa o vont gant ann hent-braz,
Ur vroeg iaouank a rankontras :
— Groeg iaouank, d’in-me lavaret
Pelec’h hec’h et, pe hec’h hoc’h bet ;

  Pelec’h hec’h et, pe hec’h hoc’h bet,
Pe ’man hoc’h esper da vonet ?
— D’ar gêr a esperan monet,
Mar les Doue ganen iec’het.

  — Groegig iaouank, d’in-me lâret
Pe oad a vugale ’douget?
— Bugale a eis mis hanter,
Hogos achu eo ma amzer.