Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/375

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 360 —


KLOAREK PLOURIN
______


I


  Ur c’hloarek iaouank a Blourinn
’N eûs c’hoantêt mont da gabusinn ;
D’ gabusinn ’n eus c’hoantêt monet,
D’ar gouent vraz, kouent Perhet.

  Kriz a galon neb na oelje,
En kêr Huelgoat ma vije,
’Welet ann douar o c’hlebia,
Gant ar c’hloarek o kimiada :

  — Adieu, ma mamm, adieu, ma zad,
Adieu d’ar gêr a Huelgoat ;
Adieu d’ar gêr a Huelgoat,
D’am c’hoarezed avantur vad.

  Euz ma breudeur n’ gimiadan ket,
A deui’ d’ar gouent d’am gwelet ;
A deui’ d’ar gouent d’am gwelet,
D’ar gouent vraz, kouent Perhet.

  — Ma mab, mar bijac’h bet bêlek,
Plijadur ganac’h bon bije bet,
Ho kwelet d’ar sul tro ’r vered,
En prosession ’n offern-bred.

  — Bea bêlek a zo kargus,
Ur vicher a zo danjerus;
Ur vicher a zo danjerus,
Gwell’ eo bea relijius.


II


  He dad, he vamm a lavare
Er gêr ann Naonet p’arrue : (p’arruent)
— Pelec’h ’man ’r gouent vraz aman ?
Me ’m eûs ur mab kloarek en-han ; [1]

  1. Au lieu de hen-hi, pour la rime, car kouent est du féminin.