Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/377

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


  Me ’m eûs en-hi ur mab kloarek,
War ar studi d’ vea bêlek.
— E-tro ar vered eo ema,
Me gred hen klewan o kana ;

  Me gred ema tro ar vered,
En prosession ’nn offern-bred.
— Demad d’ac’h-c’hui, ma mab kloarek.
— D’ac’h, ma zad, p’hoc’h deut d’am gwelet ;

  D’ac’h, ma zad, p’hoc’h deut d’am gwelet.
Ma mamm ha hi ’zo en ’iec’hed ?
— Iec’hed ’walc’h ’d-eûs digant Doue ;
Ho mamm ’zo ama koulz ha me.

  — Itron Varia a Drue,
Pegen braz eo ar garante ;
Pegen braz eo ar garante
A ur vamm ’wit he bugale !

  Dont hanter-kant lew d’am gwelet,
Ha me n’am eus ket meritet !
— Ma mab, pa ’z omp deut d’ho kwelet,
Petra ho mado a c’hoantêt ?

  — Netra ma mado n’ c’hoantaan.
Met ho pennoz da chomm aman.
— Bea ’pô hon bennoz hon daou,
Hag un neubeud euz hon mado.

  — N’ c’houlennan tra euz ho mado,
Met un dousenn mouchouero,
Da sec’ha ’r glis hag ann daero,
Pa vinn prezek er parousio.

  Pa vô etrezoc’h ar partaj,
Roït d’ar baourienn ma heritaj ;
Roït m’ heritaj d’ baourienn ma bro,
’Wit m’ho defo sonj ac’hanon ;

  ’Wit m’ho defo sonj ac’hanon,
Ma pedfont Doue ewit-on.
War mene Kalvar ’zo ur groaz,
Ar gaera a welis biskoaz ;