Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/383

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 368 —


  met ur walenn a-beurz Doue
’Zo etre-z-omp ha nez ha de.
Pa oant gant ann hent o vonet,
Komzo dimizi ’zo savet.

  — Na dimezinn ket ’wit ar bloa,
Ha kenneubeud a rinn da vloa,
Na da vloa, na bikenn james,
Me ’renko mont da leanes.

  Ar c’hloarek, pa hen eus klewet,
Kimiadi hen eus goulennet.
— Mar eo kimiadi ’c’houlennet,
Dalet ma dorn, ha kimiadet;

  Dalet ma dorn, ha kimiadet,
’Wit d’am bisaj na bokfet ket :
Na bokfet pelloc’h d’am bisaj,
Achu amzer ’r vignoniaj.

  Ar verc’h Vari a lavare
Er gêr d’he mamm, pa arrue :
— Mar karfac’h roï ma mado d’in
Me ’c’h afe gant-hê d’al leandi ?

  — Penoz, ’mezhi, ma merc’h Mari,
Penoz monet d’al leandi ?
Penoz monet d’al leandi,
Ur verc’h a zo ken koant ha c’hui ?

  Tud santel a-walc’h am eus grêt,
Na p’am eûs-me grêt tri bêlek ;
Na p’am eûs-me grêt tri bêlek.
En ur golaj en Sant-Briek.

  Ho c’hoar hena ’zo leanes,
Er gouent vraz a Sant Franses,
Ha c’hui, ’mezhi, ma merc’h Mari,
A renko kousanti dimi.

  Ar verc’h Vari, pa d-eûs klewet,
Da oela a zo em lakêt ;
Hag e-mês ann ti hec’h eo êt,
Ar Werc’hes Vari d-eûs gwelet.

  — Tawet, Mari, ma fillores,
Me ho kraïo gwir leanes.
— Ewit leanes na vinn ket,
Rag ma mamm na c’houlenfe ket.