Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/385

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 370 —


  — Tawet, ’mezhi, ma fillores,
C’hui a vô ur gwir leanes ;
C’hui a vô up gwir leanes.
Me ’vô widoc’h avokades.


III


  Seis bloavez-hanter ez eo bet
Hep bea gant kristenn gwelet.
Pa ’z eo ar seis vloaz achuet,
He breur Dom Iann ’n eûs hi gwelet ;

  ’N eus hi gwelet bars ar jardinn,
’N touez ar boukedo louzou finn.
He breup Dom Iann a lavare
Er gêr d’he vamm, pa arrue :

  — Na petra ’rofac’h, ma mamm-c’hui,
Ma welfac’h c’hoas ho merc’h Mari ?
— Ma holl vado ’rofenn gant-hi,
Mar karrie kousanti dimi.

  — Gant-hoc’h, ma mamm, ’on souezet,
Pegen sot hoc’h gant pompo ’r bed ;
Penoz dimi ur feumeulenn
’Zo war he fenn ar gurunenn ?


IV


  Kriz ’vije ’r galon na oelje,
Bars ar jardinn neb a vije,
O welet ar Werc’hes Vari
O vriata ar verc’h Vari.

  Et eo brema d’ar joaüsted,
Graz d’imp holl iwe da vonet ! [1]


Kanet gant un neeres, en bourk Plouëc,
tost da Bontreo.

  1. Une autre version présente comme suit la fin de ce gwerz :

      Bars ann ti neuze ’c’h antreas
    Dirag he mamm e taoulinas ;
    Dirag e mamm eo daoulinet,
    Pardon digant-hi goulennet.

      — O ia, ma merc’h, me az pardon,
    Hag a c’heno hag a galon,
    Ha c’hoaz da pardonjenn-me mui
    Ma vijez troët da dimi.

      Er momet-se e partias
    Hep biskoas den na c’houveas ;
    Hep biskoas den na c’houveas,
    D’he breur Dom Iann a lavaras :

      — Er baradoz, pe war he dro,
    Ma breur Dom Iann, ni em welo !