Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/395

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 380 —


   — Mar et d’ar studi, ’vel m’ lâret,
Grêt ma arched, a-rok monet;

   Grêt ma arched, a-rok monet,
Rag en-han vinn, pa zistrofet.


III


   Isabel Ar C’ham a lâre
D’he c’hoar Vari, un dez a oe :

   — Na ma c’hoar-gaer, mar am c’haret,
Da Sant-Hillion ’wit-on ’c’h efet ;

   Lâret d’ar bêlek dont en gwenn,
Digas sakramant ann nouenn.

   He c’hoar-gaer Mari a lâre,
En ti ar person p’arrue :

   — Aotro ’r person, mar am c’haret,
Da welet ma c’hoar-gaer ’teufet;

   Lâret zo d’hec’h donet en gwenn,
Digas sakramant ann nouenn.

   — Petra gant da c’hoar-gaer ’zo c’hoarveet,
Disul diwea ’m boa hi gwelet,

   Disul diwea ’m boa hi gwelet
O pariant gant he dous kloarek ?

   Person Sant-Hillion ’lâre
Da Isabel Ar C’ham, en de-se :

   — Tawet, Isabel, n’ oelet ket,
Pa vefet iac’h, ’vefet eureujet ;

   Pa vefet iac’h m’hoc’h eureujo
Da vraoa den iaouank ’zo er vro.

   Person Sant-Hillion ’lâre
D’ Vari Crec’h-Menou, eno, neuze :

   — Hastet enaoui ar golo,
Aoun braz am eus vefe maro.

   Hastet enaoui golo binniget;
Aoun braz am eus vefe desedet !