Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/427

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 412 —


   Ar jeolieres a lavare
Da gloarek ’r Chevanz, pa retorne : (bis)

   — Kloarek Ar Chevanz, em gonsolet,
Rag ’wit ho tad n’ho sikouro ket. (bis)

   — Jeolieres, ma mignones vad,
Grêt c’hoaz ur blijadur em rekat ; (bis)

   Roët roched fresk d’inn da wiska,
Ha dalet ma hini Hollanda ; (bis)

   Ha dalet ma hini Hollanda,
Truez ’ve ar bourrew hi usfe ! (bis)

   — Kloarek Ar Chevanz, d’in-me lâret,
Na pelec’h ez oac’h, pa oac’h tapet ? (bis)

   — ’N un hostaleri en Goudelinn,
Hoc’h eva ma lod a dri seurt gwinn ; (bis)

   Hoc’h eva ma lod a dri seurt gwinn,
Hag o tebri pruneoz ha rêzinn ; (bis)

   Ma vije bet ’n hostizes fidel d’inn,
Ha deuet d’ar gambr, ha lâret d’inn :

   — Kloaregig Ar Chevanz, diwallet,
Arru ’n archerrienn d’ho komerret ! (bis)

   Me ’m bije diwallet dirazhè,
Ha pa vije kement-all anhè. (bis)


IV


   Kloarek Ar Chevanz a lavare,
Er vaz uc’hella ’r skeul pa bigne : (bis)

   — Me am eûs ter c’hoar hag a garienn,
Ha gwisket ho zer en satinn-gwenn ; (bis)

   Ha pa veint gwisket en mezer aour,
’Wit en ho enor ez int paour. (bis)

   Brema c’hallo merc’hed Ar Chevanz
Distaga ho c’hroazio a lorhanz ; (bis)

   Distaga ho c’hroazio arc’hant-gwenn,
Da lemel ho breur euz ar gordenn. (bis)