Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/443

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 428 —


ANNAIG LUKAS
Kenta kentel
______


I


   Annaïg Lukas a lavare
D’ann aotro Ar Glazon, un dez oe :
— Pa vô linadek er vereri,
Aotro ’r Glazon, me ’ielo d’êhi ?

   — Annaïg, c’hui n’eo ket hoc’h affer
Mont er bloaz-ma d’al linadeïer ;
Mont er bloaz-ma d’al linadeïer,
Annaïg Lukas, chommet er gêr.

   Annaïg Lukas a lavare
D’ar vereres, un dez a oe :
— Pa ’vô al linadek en ho ti,
Mereres, me a ielo d’êhi.

   — Annaïg, divezad ’c’h eûs komzet,
Rag hirie ema ma linadek.
— Pa ’c’h efet da gas d’hê ho merenn,
Me a ielo ganec’h da bourmenn.

   Pa ve debret ho merenn gant-hê,
Ann dud iaouank ’ve joaüs ha gè ;
Hag hec’h int komanset da c’hoari,
Annaïg en kreis ar jolori.

   Ma komansas he fri da voada,
Ha poull-he-c’halon da zivera.
Ma lâre ann holl, bihan ha braz,
Manket hec’h eo Annaïg Lukas !

   Hag Annaïg Lukas a oele,
Na gave nikun hi c’honsolje ;
Na gave nikun hi c’honsolje,
Met ar vereres, honnes a ree ;