Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/447

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 432 —


III


   Ha tud-jentil kêr a lavare
Gant ar ru d’ann nec’h na pa save :
— Na itron Varia ann Drindet,
Sellet ann dimezell dic’hizet !

   — Dimezell dic’hizet na on ket,
O serviji noblanz ez on bet ;
Bet on o serviji en un ti
Lec’h ma oa naontek a dud-jentil ;

   Hag holl ho c’havenn tud-a-feson
Nemet ar mab-henan, Ar Glazon ;
Gant hennes oa rèd d’inn kousanti,
Pe souffr ’r maro, — me gave kri.

   Ar jeolieres a lavare
D’ann dud ar justis nag en de-se :
— Holl dud ar justis, mar am c’hredet,
Annaïg d’ar prizon na ielo ket ;

   Annaïg d’ar prizon na ielo ket,
M’hi lakaïo en kambr ma merc’hed.
Annaïg Lukas a lavare
Na d’ar jeolieres, en de-se :

   — Itron Varia euz a Greis-Kêr,
Na gavfenn-me ket ur mesajer,
A gasfe ewit-on ul lizer
D’ann aotro ’r Glazon da dont en kêr ?

   Ar jeolieres a lavaras
D’Annaïg Lukas, pa hi c’hlewas :
— Skrivet ho lizero pa garfet,
M’ho c’haso ma hunan, mar be rèd.


IV


   Pa arruas al lizer gant-han,
Ez oa-han euz he daol o konian ;
Ez oa-han euz he daol o koanian,
Ha kompagnones a oa gant-han ;

   Ha na c’helle ket lenn al lizer,
Gant ann daero ’c’hlebia ’r paper ;
Ha na c’helle ket hen lenn da vad,
Gant ann daero en he daoulagad.