Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/451

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 436 —


   Ann aotro ’r Glazon, p’hen eus klewet,
Pemp kant skoed d’êhi hen eus roët :
— Dalet, jeolieres, kontet arc’hant,
C’hoas ho pô, mar na hoc’h ket kontant.

   Ma ’vije Annaïg Lukas lac’het,
Ann tan bars en kêr am boa laket;
Me ’m bije laket ann tan en kêr,
Rag pouar am eûs ’wit hen ober !

   Ann aotro ’r Glazon a lavare
D’Annaïg Lukas nag en de-se :
— Mar ho pije ouzinn ansavet,
Ur vageres d’ac’h am boa klasket ;

   Ur vageres ken kaer hag ann de,
Ha pa goustje ur pistol bemde.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


VI


   Annaïg Lukas a lavare
En maner Ar Glaz pa arrue :
— Na digorret frank ar prennestro,
Ma teui’ ar baourienn a vandenno ;

   Ma teui’ ar baourienn d’am c’havet,
Ho deveus ma buhe rekouret;
Mar on-me o vont da varones,
Me a zo bet iwe klaskeres.

   N-eûs netra ’tourmanti ma speret,
Met ma bugel am eus lac’het ;
Nemet ma bugel am eûs lac’het,
Er jardinn am boa-han plantet;

   Plantet am boa ’n ehan er jardinn,
Indann ur voujennad louzou-finn :
N-eûs ket grêt ar blantenn a finn-vad,
Dont a ra he griziou da wasâd !


Kanet gant Mari Daniel,
a barouz DUAULT.


_______________