Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/459

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 444 —


   Ar jeolieres a lavare
En Keraglaz na pa arrue :
— Demad ha joa holl bars ann ti-ma,
Mab-henan Ar Glazon pelec’h ema ?

   Mab-henan Ar Glazon a oa er gambr,
Ha gant-han oa dimezellet koant.
Ar vates vihan a lavaras
D’ar jeolieres, p’hi c’hlewas :

   — Mab-henan ’r Glaz n’eman ket er gêr,
Et hec’h eo en un tammig affer ;
Tri de ’zo a-boe ma hec’h eo êt,
A-c’hann da dri-all n’arruo ket.

   — Aotro Doue, pelec’h hec’h eo et ?
En Roazon hen deveus affer preset !
Mab-henan Ar Glazon, pa glewas,
D’ann traon gant ar vinz a ziskennas ;

   D’ann traon gant ar vinz eo diskennet,
Ar jeolieres hen eus saludet.
Ar jeolieres a lavaras,
Da varon Keraglaz, pa hen gwelas :

   — Komerret c’hui kador hag azeet,
Dalet, baron Keraglaz, ha lennet.
Ha n’hen defoa ket digorret mad,
Ma oa ann dour war he daoulagad.

   Baron Keraglaz a lavare
D’he vates vihan nag en de-se : !
— Nag ewit petra ma nac’hes-te
Euz tud a deu d’am gwelet a geït-se ?

   Baron Keraglaz a lavare
Na d’he baotr marchosi en de-se :
— Laket-c’hui ar marc’h a-rok ar c’hoch.
Me a renk mont da Roazon fenoz.


VI


   Annaïg Lukas a lavare
A brennestr he c’hambr, en he c’hoanze
— Nag itron Varia ann Drindet,
Sellet-c’hui ma buhe savetet !