Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/475

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 460 —


   Ha gwisket ho proz violet,
Ha kroget en dora ar c’hloarek,
Ma lavaro holl dud ar vro :
— Kloarek Laoudour ’c’h a d’ar maro !


III


   Sevalier Lambol a lâre
Bars al leur-newez, ann de-se :
— Me ’wel kloarek Laoudour ’tont d’al leur-newe,
Penheres Kermarzinn euz he goste ;

   Penheres Kermarzinn euz he goste,
A gousko fenoz ganen-me !
Kloarek Laoudour a lavare,
El leur-newe pa arrue :

   — Pelec’h eman ar sonerrienn,
Ma sonfont d’in un aubadenn ;
Ma sonfont un danz pe ur bal,
M’ inn gant ma dousig da zansal ?

   Sevalier Lambol ’lavaras
Da gloarek Laoudour, p’hen klewas :
— ’Wit da zansal na efet ket,
Da c’hoari ouzinn e teufet ;

   Hag ar c’henta ’c’hanomp gollo,
Bikenn en buhe na savo !
KIoarek Laoudour a lavaras
Da sevalier Lambol, pa glewas :

   — P’hoc’h eûs-c’hui bet ma goulennet,
N’hoc’h ket da vea refuzet ;
N’hoc’h ket da vea refuzet,
Penheres, ma manch d’inn chachet.

   Sevalier Lambol, ’vel ma klewas,
’N ur c’huitell arc’hant a c’houezas ;
’N ur c’huitell arc’hant a c’houezas,
Tric’houec’h den-jentil ’em gavas.

   Tric’houec’h kleve noaz dic’houinet,
Sevalier Lambol ann naontekvet ;
Sevalier Lambol ann naontekvet,
’Wit kombatti euz ar c’hloarek,

   Penheres Kermarzinn a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Ka gave den hi c’honsolje,
Met he dous kloarek, hennes ’ree :