Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/485

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 470 —


   Penamet ’nn traïtour Lomaria,
’Bresantas he gleve d’ehan ;
’Bresantas d’ehan he gleve,
En merk ’oa hen a c’honee.

   Ar c’hloarek ’zo un den klouar,
Dolas he benn-baz d’ann douar ;
Penn-baz d’ann douar ’n eus tolet,
Tric’houec’h kleve noaz d-eûs-han treuzet !

   Markis Guerrand a lavare
D’ Fiekka Kalvez eno neuze :
— Fiekkaïg koant, mar am c’haret,
Et da Werrand gant ma faotred.

   — N’inn ket da Werrand gant ho paotred,
Gant-hê na gant seurt friponed ;
Gant-hê na gant seurt friponed,
Me ’chommo gant ma dous kloarek !


III


   Fiekka Kalvez a lâre
D’he zad, er gêr pa arrue :
— Staget ho kezek euz ar c’har,
D’ gas ma dous kloarek d’ann douar ;

   Laket anehan en ur be
Lec’h ma ’z inn gant-han bars tri de !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Plouaret, — 1854

_____________