Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/487

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 472 —


KLOAREK LAMBAUL
Kenta kentel
______


I


   Kloaregig Lambaul hag he vestres
Braoa daou den ’zo en Montroules. (bis)

   Kloaregig Lambaul vonjoure,
’N ti ’r C’halvez koz pa arrue : (bis)

   — Bonjour ha joa holl en ti-man,
Fiekka Kalvez pelec’h eman ?

   — Eman duze bars ar gambr-wenn,
Kribad he fennad bleo-melenn ; (bis)

   ’Man er gambr-wenn, en penn ann ti,
Kloarek Lambaul, et davèd-hi. (bis)

   Kloarek Lambaul a lavare
D’ Fiekka Kalvez, p’hi salude : (bis)

   — Ma dousig koant, lâret d’in-me,
C’hui ’deufe ganen d’al leur-newe ?

   — D’al leur-newe me na inn ket,
Gant ar markis ’on gourdrouzet. (bis)

   — Drouk ha mad gant nep a garo,
D’al leur-newe ni a ielo ; (bis)

   Mar son ar sôner, ni danso,
Mar na son ket, me a gano, (bis)


II


   Markis Guerrand a c’houlenne
Euz un den-koz a rankontre : (bis)

   — Ma zadig-koz, d’in-me lâret,
N’hoc’h eus ket gwelet ar c’hloarek ? (bis)

   — Aotro ’r markis, ma iskuzet,
Na on pe gloarek ’c’houlennet. (bis)