Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/493

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 478 —


KLOAREK LAMBOL
Eil kentel
______


I


   Kloarek Lambol a lavare,
’N ti C’halvez koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Pelec’h ’ma ma dous Fiekka ? [1]

   — Emêdi duze er gamba-wenn,
Hi o titira al lienn ;
Hi o titira al lienn,
Hag o kriba he bleo-melenn.

   Kloarek Lambol, ’vel ma klewas,
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignas ;
Gant ar vinz d’ann nec’h eo pignet,
Hag he dous koant ’n eus saludet.

   — Demad d’hec’h, ma dous Fiekka,
Me ’m eus konje digant ho tad ;
Me ’m eus konje digant ho tad,
Ewit mont bon daou d’ann ebad ;

   Me ’m eûs digant ho tad konje
’Wit mont hon daou d’al leur-newe.
— ’Wit d’al leur-newe me n’inn ket,
Gant Lomaria ’on gourdrouzet.

   — Lest Lomaria lec’h ma karo,
D’al leur-newe n’inn a ielo.
— ’Wit d’al leur-newe me n’inn ket,
Gant Lomaria ’on gourdrouzet.

   — Beet drouk gant nep a garo,
D’al leur-newe nin a ielo ;
D’al leur-newe nin a ielo.
Ha dilun pe dimeurz ’eureujo !


II


   Markis Lomaria a lâre
’N hostaleri pa ziskenne :
— N’hoc’h eus ket gwelet en de-ma
Kloarek Lambol ’vont dreama ?

  1. Les deux versions de ce gwerz se chantent sur des airs différents.