Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/511

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

E lem ar mask diwar he visaj, ’wit gwelloc’h hen gwelet.
P’hen eus gwelet ’oa marw, he groc’henn ’n eûs tolet,
Hag er meaz euz ar vro kerkent ez eo bet êt.
Tad ha mamm ann den-ma, pa deveus bet klewet
Penoz oa ho bugel war ar pave astennet,
Hag ar c’hroc’henn ijenn euz he groc’henn staget,
Da grial, da oelâ ’zo neuze em laket :
— Posubl ’ve, ma Doue, ur bugel meump ganet
’Rafe d’imb ann disenor siouas ! da vea daonet !
Da grial int em laket, d’ann douar ’int koueet,
Neuze soudenn ez int war al lec’h desedet !…

   M’ho ped, mammo ha tado, d’instrui ho pugale,
Ha da diski d’ezhe a-bred karout Doue,
Pellâd a bep-amzer euz ’r gwall gompagnones,
Gant ann aoun da vea un de daonet, siouas !


Kanet gant Loïs Ar Bras,
Guiader en bourk Prat — 1873.


_____________