Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/515

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Sete ni ama daou baotr vad,
Demp da diwiska hon dillad.
Ar penn kenta ’zo d’imp hon daou,
Gant enor ni hen c’honduo…

   Ann abarde ’zo tostaët,
As-vern d’ar park ’zo digaset.
Iannig Ar Gall ’oe estonet,
En he chupenn p’eo bet kroget ;

   En he chupenn p’eo bet kroget,
O welet ’oa en-hi paket :
Kaleï, sibouar, platinenn,
A oa paket en he chupenn !

   Mab ar sakrist a lavare
Na da Iannig Ar Gall neuze :
— Iannig Ar Gall, ma c’hamarad,
Te a t-eûs laeret ann treo sakr !

   — Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret ;
Gwerc’hes wenn a Verlevene,
Me na on ket kapabl da se !

   — Iannig Ar Gall, te ’zo manket,
Rag ann treo sakr a t-eûs laeret ;
Iannig Ar Gall, lâr a gari,
Iannig Ar Gall, krouget a vi !


IV


   Iannig Ar Gall a lavare
Bars ar prizon pa arrue :
— Breudeur, keront ha mignoned,
En han’ Doue, ma sikouret !

   Gwerc’hes Vari, mamm binniget,
En han’ Doue, ma sikouret ;
En han’ Doue, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret !

   — Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
M’ho ped, komerret kouraj vad :
Euz ho prizon pa sortifet,
Iannig, c’hui a vô delivret.