Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/537

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Tili goz, pa hen eûs gwelet,
Kerkent d’ann ti ’zo distroët :
— Ma merc’h Mari, lâret-c’hui d’in,
Petra ’r gwad-ma war leur ann ti ?

   — Daou gôg iaouank a oa aze
Na reent met em-ganna bemde ;
Unan anhê am eûs tapet
Ha war leur ann ti diwadet.

   Tili goz, ’vel m’hen eûs klewet,
D’ar marchosi ’zo distroët.
Ema bepred ’r marc’h d’ann daoulinn
Dirag Jesus hon mestr divinn.

   Tili goz, pa hen eûs gwelet,
Kerkent d’ann ti ’zo distroët :
— Ma merc’h Mari, gaou a lâret,
Ha merwel, sur, a vezo rèd !


III


   Mari Tili a lavare,
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne
— Tado, mammo, grêt reflexion,
Grêt d’ho pugale korrection :

   Ur paotr maget diwar ar gwinn,
Ur plac’h a barlant al latinn,
A denn peurvuia da wall-finn !


Kanet gant Charles Gwillermo,
Merer en Koad-ar-roc’h, — en Parous Prat. — 1868.


_____________