Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/545

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Kriz a galon nep na oelje,
Bars al lec’h-se nep a vije,

   Klewet pebeus da griadenn
’Rez o koueza ’n punz ann ifern !

   — Kristenienn ha kristenezed,
Ar pec’het a c’hloar n’ douget ket ;

   Sonjet bars ar gurunenn-spern
Lakêt da Jesus war he benn.

   Merc’hedigo iaouank, m’ho ped,
Ar pec’hed a guz n’ douget ket ;

   N’ douget ket ar pec’hed a guz,
Rag ann Diaoul a zo kuriuz.


Kanet gant Marc’harit Fulup.
Mis Eost 1870.


__________