Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/551

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Et eo war ve he bugale,
Da oela, da bedi Doue ;
Da oela, da bedi Doue,
Ha da c’houlenn gwelet an-hê.

   Pa oa ann hanter-noz sônet,
Tud ar c’hontre ’zo bet spontet ;
Tud ar c’hontre ’zo bet spontet,
’Klewet pemp diaoul arajet ;

   Pemp diaoul heuzus, difeson,
’D-eûs hi diframmet bet’ he c’halon !
Hag o sevel e-mês ho be,
He bugaligo a lâre :

   — O mamm griz, o mamm dinatur,
C’hui ’c’h eûs ganet pemp krouadur ;
C’hui ’c’h eûs ganet pemp inosant,
Ho lac’het hep olei ’r vadeziant !

   En-hi ho femp ez int kroget,
He c’halon out-hi ’d-eûs tennet,
Ha gant ap gwad a ’d-eûs skuillet
He bugale ’d-eûs badeet.


III


   Hag ann dewarlec’h ar beure
’Sav ar bêlek iaouank arre,
Ha pa oa en he offerenn,
A zo bet gwelet o tiskenn ;

   A zo bet gwelet o tiskenn
War ann aoter ur goulm-wenn,
Hag ur vouez a zo bet klewet,
Hag evelhenn a ’d-eûs lâret :

   — Bêlek iaouank, em gonsolet,
Rag gant Doue me ’zo salwet :
Dont da veuli Doue d’ann ee,
Bêlek iaouank, c’hui raï’ iwe.

   Grêt m’ gourc’hemeno d’am mestres vad,
Penamet-hi me ’oa kollat (kollet),
Ha brema me a zo salwet,
Hec’h an da bales ann Drinded !


Kanet gant Yvona Ar Maillot.
A barous Plouguiel, d’he merc’h Marc’harit Fulup.