Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/555

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Jorant a deveus bet miret,
He labour d’ehan kommandet :
Kerc’had ann dour bars ar geginn,
Ha labourad bars ar jardinn.

   Jorant d’ezhe ’n eûs respontet :
— Ma labour na differan ket,
Mar roët d’inn un heur bemde,
Wit adori ar gwir Doue.

   — El lec’h un heur ho p-eûs goulet,
Ter ho pô, Jorant, mar karet,
Ia hag ouspenn, mar desiret,
War se n’ veet ket kommandet.

   Bep ma kresk he autorite,
A kreske da bedi Doue ;
A kreske da bedi Doue,
Bep ma kresk ar gommunante.

   Seis bloaves antier a oa bet
Hep takenn c’hlao parous Plouek ;
Hep takenn c’hlao parous Plouek,
’Boe ma oa Jorant partiet.

   Met Plouegis, p’ho d-eûs klewet
Pelec’h ’oa Jorant vinniget ;
Pelec’h ’oa Jorant vinniget,
Ha klewet a oa destinet

   Gant Doue ’wit parous Plouek,
Ho frosesion d-eûs savet ;
Ho frosesion d-eûs savet,
’Wit mont, da Sant-Jud d’hen gwelet.

   Mont ’ra prosesion ha kroaz,
Tud ar barous, bihan ha braz,
Koz, iaouank, kement ’c’hell kerzet,
Hec’h a da Sant Jud d’hen gwelet.

   Bars ann hent pa oant avanset,
Kleier Sant Jud ho d-eûs klewet,
’Klewjont kleier Sant Jud o son,
Ken a ravise ho c’halon.

   Ha Sant Judis, p’ho d-eûs klewet,
D’ar gouent ez int diredet ;
D’ar gouent ez int diredet,
Hag ouz Jorant d-eûs goulennet :