Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/557

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 542 —


   — Jorant, petra ’zo a-newe,
Ma sôn ar c’hleier er gis-se ;
Ma sôn ar c’hleier er gis-ma,
Rag na eûs den euz ho bralla ?

   Jorant d’hê hen eûs respontet :
— Arru prosesion Plouëk ;
Arru prosesion Plouëk,
Da Sant Jud, êwit ma gwelet.

   Sant Judis, p’ho deveus klewet,
Ho frosesion ’d-eûs savet ;
Ho frosesion ’d-eûs savet,
Wit dont d’ rankontr hini Plouëk.

   Ha pa ho d-eûs en saludet,
Kroas Sand Jud hag hini Plouëk,
Goulenn antren ho deveus grêt,
’Wit gwelet Jorant binniget.

   Er gouent pa ‘z int antreet,
War ho daoulinn int em strinket,
War ho daoulinn, a galon vad,
Goulenn ’gant Jorant eo mennad.

   Kriz a galon nep na oelje,
Bars ar gouent nep a vije,
’Welet ar gouent, o c’hlebia
Na gant Plouëgis o oela.

   Ar bopl a Blouëk a oele,
Jorant ’veske he daero d’ho re,
Hag hen pedent, en han’ Doue,
Da retorn da Blouëk gant-hê.

   Jorant, dre garante ’wit-hê,
’Veske he daero gant ho re,
Hag hen eûs d’ezhe respontet :
— Me ’c’h aïo ganec’h da Blouëk !

   Ho refuzi na c’hallan ket,
Rag gant Doue on destinet ;
Rag gant Doue on destinet,
Ewit chomm en parous Plouëk.

   Seis diouz a venec’h ’n eûs choazet
Ewit dont gant-han da Blouëk ;
Ewit dont gant-han da Blouëk,
Pa oa gant Doue destinet.